Levr Izaia

Roll Yeshaia

Levr Yeshaia pe Levr Izaia[1] a zo unan eus levrioù an Tanac'h e lodenn ar Brofeded. Ul levr meneget alies eo.

Rannet e vez e teir lodenn peurliesañ rak evitañ da vezañ dindan anv un den hepken, Yeshaia, n'eo ket un oberenn unpezh[2]. Sklaer eo ez eus anv el levr eus prantadoù disheñvel-kaer, eus skrivagnerien disheñvel mat o stumm ; ha kement-se en un doare ken mesket ma ranker soñjal n'eo ket bet dastumet an holl bezhioù-se gant an hevelep hini, na kenstrollet gant un den e-unan. Gwall gemmesk avat a seblant bezañ e lodennoù zo[3].

Setu ar pezh a skriv Maodez Glanndour : " Krediñ a reer en em gaver dirak labour ur skol brofedek ; hini Izaia; o'n em astenn war gantvedoù, o terc'hel gant mennadoù hag esperañs ar profed kentañ-se, en ur virout gant aked, dre 'n eñvor pe dre skrid, an diouganoù bet savet gantañ pe ganto, an diskibien o-unan, a-hed an amzer. Aes a-walc'h eo dispartiañ e Levr Izaia teir lodenn vras."

N'heller ket lavarout gant piv eo bet kenstrollet an holl hengoun profedek-se, en ur gregiñ gant Yeshaia kentañ (VIIIvet kantved KJK) da vont betek goude na harlu (Vvet kantved KJK). N'heller ket spisaat ar c'houlz m'eo bet roet d'al levr an taol-stumm diwezhañ zoken. Da varn diouzh an troidigezhioù kozh, diouzh an dornskridoù bet kavet e Qumrân , e seblant al levr bezañ un dra peurechu abred a-walc'h goude an harlu[4].

Mont a ra al lodenn gentañ eus ar pennad 1 betek ar pennad 39. Kavout a reer enni diouganoù Yeshaia e-unan, gant da echuiñ dielloù diwar e benn, met hep renkadur resis ebet. Anat eo ez eus en o zouez pezhioù all eus prantadoù hag oberourien disheñvel, hiniennoù zoken o vezañ eus an amzervezh goude an harlu[5].

Setu ar pezh a skriv Maodez Glanndour a-zivout al lodenn-se : " Kregiñ a ra levr Izaia gant klemmadennoù Doue diwar-ben e bobl. Eus un tu, setu taolenn pec'hedoù Jeruzalem, fallagriezh ar re binvidik, kammdroioù an dud e karg, ar pompadoù, an direizhderioù a bep seurt ; hag eus un tu all, ur soñj don eus meurded Doue, eñ an hini santel, ar galloudeg, an hini n'eus nemetañ a ve mestr ar bed ha krouer pe tra. Gortoz a ra Izaia kastiz ar re gablus, rak n'hell ket Doue gouzañv e vefe disprizet da viken na nac'het e wirioù. Met war un dro, sed amañ profed ar fiziañs : rak an Doue santel a zo doue an drugarez, a oar gant ur restad, un toullad hepken a dud fidel, adsevel en e c'halloud ar rivinoù. [...] Gant se, muioc'h eget profed ar feiz eo Izaia profed an esperañs. Diouganañ a ra trec'h doue war an droug [...]. Met profed an esperañs eo dreist-holl gant e ziouganoù diwar-benn ar Mesiaz. Evel gant Mika, ar Mesiaz evitañ a zo ur roue eus lignez David, a lakaio da en ar peoc'h, ar justis peurvat, an hini a zesko d'an dud an doujañs-Doue hag ar santelezh."[6]

An eil lodenn a zo anezhi ar pennadoù 40-55. Anvet e vez Levr Frealzidigezh Israel diouzh komzoù kentañ ar pennad 40. Lavaret e vez ivez an Eil Yeshaia. Met touellus eo kement-mañ rak meur a oberour a gaver amañ adarre. Netra urzhiet sklaer. An dastumad a seblant dre vras bezañ eus amzer an harlu war e fin[7]. " Tost emañ an distro. Un ermaeziadeg nevez e vo, ken burzhudus hag an hini gentañ. Bremañ emañ koulz ar frealzidigezh, ar pardon a-berzh Doue, ur gevredelezh nevez gantañ(...]. Kemennadur a levenez displeget en ur stumm aes ha splann. [...], Ret eo diforc'hañ diouzh ar re all ar pevar diougan a reer anezho Barzhonegoù ar Servijer (42, 1-7 ; 49, 1-9b ; 50, 4-9a ; 52, 13 ; 53, 12). Heñvel maz int kenetrezo ez int disheñvel-mat diouzh ar peurrest eus lodenn-se Izaia. Amañ ez eus ano eus ur servijere da Yahve, karget eus ur gefidi speredel e-keñver Israël hag ar broadoù, a vo enebet outañ, hag a yelo betek reiñ e vuhez evit silvidigezh an dud : met Yahve e-unan eo a n hini a rento glor dezhañ. "[8] Gwelet eo bet gant ar gristenien ar servijer-se evel ur rakskeudenn eus ar C'hrist.

Ar pennadoù 56-66 a ya d'ober an trede lodenn. Pezhioù dizanv, disheñvel o stumm hag o soñjoù, hep renkadur spis ebet. Moarvat ez eo oberennoù bet savet goude an harlu gant diskibien profed pennañ an eil lodenn.

"Emaomp goude an Harlu ; graet eo an distro e Palestina ; nemet ne respont ket bepred an darvoudoù d'an esperañsoù a-wechall. Emaomp e-kreiz ar c'herse hag an diskonfort ; arroudoù e-leizh a zo tamalloù enep ar renerien, an idolouriezh, an direlijion, ar mac'homerezh en-keñver ar re baour. N'eus ket koulskoude da zigalonekaat  : bras e vo gloar ar Jeruzalem da zont mennet gant Doue [...]."[9]

  1. Levr Izaia, troidigezh gant Maodez Glanndour, Al Liamm, 1981
  2. Digoradur troidigezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1981, p 5
  3. Digoradur troidigezh Maodez Glanndour, Al Liamm 1981, p 6
  4. Digoradur Maodez Glanndour, p6
  5. Digoradur Maodez Glanndour, p 6
  6. Digoradur Maodez Glanndour p 7
  7. Digoradur Maodez Glanndour, p 6
  8. Digoradur Maodez Glanndour, pp 8-9
  9. Digoradur Madez Glanndour, p 9

Developed by StudentB